Ar rouedad BreizhGo + Bibus : bizitit ar c’horn-bro !

Gant bilhedoù ar rouedad rannvroel BreizhGo e c’haller beajiñ digoust e-pad un eur, e forzh peseurt mod, er rouedad Bibus. Ar veaj gant an tram, ar bus pe an teleferik a c’hall bezañ graet a-raok pe war-lerc’h ar veaj er rouedad BreizhGo (bet Penn-ar-Bed).

Gallout a ra koumananterien BreizhGo cheñch linenn div wech an deiz d’ar muiañ.

 

Ar c’houmanantoù

Ret eo da goumananterien BreizhGo kaout ur gartenn KorriGo ouzhpenn, ha validañ anezhi bewech ma pignont en ur bus, un tram pe en teleferik.

Evit tapout ho kartenn Korrigo digoust, trawalc’h eo mont d’ar stal Bibus (33 bali Clemenceau) ha diskouez ho kartenn koumananter BreizhGo.

Gant ar bilhedoù magnetek BreizhGo e c’haller ivez ober ur veaj digoust er rouedad Bibus. Ret eo validañ anezho bewech ma pigner en ur bus, un tram pe en teleferik.

Ar bilhedoù priz leun BreizhGo a vez gwerzhet unan-hag-unan e 2 €. Gwerzhet e vezont ivez e-barzh ar busoù.

Ret eo validañ ar bilhedoù hag ar c’hartennoù KorriGo bewech ma pigner en ur bus, un tram pe en teleferik, pa cheñcher linenn hag all (anez e rafec’h un torr-lezenn hag e c’hallfe un dell-gastiz bezañ lakaet deoc’h).

 

Gouzout hiroc’h war : mobibreizh.bzh