UZUËL +, ur c’houmanant hepken THR BreizhGo + Bibus evit espern muioc’h a arc’hant !

Karget e vez ar c’houmanant-se en ho kartenn KorriGo, ha gantañ e c’hallit kaout betek 75 % a zigresk (war priz ur veaj) er rouedad THR BreizhGo ha 50 % a zigresk war ho koumanant miziek Bibus.

Evit tapout ar c’houmanant Uzuël+, kit da unan eus garioù pe stalioù an SNCF e rannvro Breizh.

Darempredet e vez gar Brest gant al linennoù bus 1, 3, 4 ha 5. Ouzhpenn-se, al linennoù bus 7, 8, 9 ha 10 ha linenn an tram a chom a-sav e Plasenn ar Frankiz a zo war-hed 5 munut kerzhet diouzh ar gar.