Ar Formulenn B’ evit ar veajourien ingal :

Ar Formulenn B' zo ur c’hinnig miret evit ar goumananterien Bibus (Fréquence+26, FréKence-26, Rytmo ha Tango) a bae gant lamadennoù emgefre. Gallout a ra an holl dreuziadoù miziek (nemet an Tempo) bezañ paeet gant lamadennoù.

Pa goumanantit dezhi e kemerit tro eus spletoù gant Bibus hag eus prizioù izel gant hon 28 keveler e Brest (diduamantoù ha sortiadennoù, pretioù, dilhad...) : adkarget e vez ho treuziad miziek ent emgefre en ho kartenn KorriGo, profet e vez an 12vet miz goude 11 mizvezh lamadennoù lerc’h-ouzh-lerc’h, digoust e vez ar rouedad evit ar vugale dindan 10 vloaz (3 bugel d’ar muiañ) pa veajont asambles gant un den kar dezho koumanantet da B’ (un oadour)...

Digoust eo ar Formulenn B' ha n’oc’h ket engouestlet ganti. Gallout a rit astalañ al lamadennoù forzh pegoulz en hor stal enlinenn.

Evit gouzout pep tra diwar-benn ar Formulenn B’ ha kinnigoù hor c’hevelerien, sellit ouzh ar c’hatalog.

Ma n’emañ ket ar gartenn KorriGo ganeoc’h c’hoazh e c’hallit goulenn unan amañ.