Ar Formulenn Frankiz, evit an dud a veaj a-wechennoù

Ar Formulenn Frankiz, evit an dud a veaj a-wechennoù

Gweredekaet eo ar formulenn-se er gartenn Korrigo. Digoust eo ha n’oc’h ket engouestlet ganti. Drezi e c’hallit paeañ e penn kentañ bep miz ar beajoù ho poa graet er miz kent. N’eus ket ezhomm eus moneiz ken, paeañ a rit dre lamadennoù emgefre, ken eeun ha tra. Ouzhpenn-se, gant ar formulenn-se ho pez prizioù digresket :

  • 1 veaj war ar sizhun eus al Lun d’ar Sadorn : 1,25€* ar veaj un eur, e-lec’h 1,60€*
  • 1 veaj da noz goude 8e gk, d’ar Sul ha d’an deizioù-gouel :   1€* ar veaj un eur e-lec’h 1,60€*

 

Ma n’emañ ket ar gartenn KorriGo ganeoc’h c’hoazh e c’hallit goulenn unan amañ.