Gant al linenn   e vez darempredet Bon ar Morlu e Brest war-eeun adalek arsavlec’h an tram e Kreñvlec’h Montbarey betek an arsavlec’h Bordenave. Bemdez e ra 8 mont-ha-dont (etre 7e ak ha 9e ak hag etre 4e gk ha 6e gk).

Arsavlec’hioù darempredet : Dor Mesdoun, Dor ar Richer Vras, Dor Jean Bart hag al Lenn 3.

Tres ar vulzun Kreñvlec’h Montbarey <=> Bordenave.

Gant al linenn   e c’haller eren kumun Gwiler-Leon, dre Benfell ha Bellevue, ouzh Bon ar Morlu, betek Dor ar Richer Vras hag an arsavlec’h SLM. Div vulzun a ya kuit diouzh ar mintin ha teir a zistro d’an abardaez.

Tres ar vulzun 44 Gwiler-Leon<=>Bon ar Morlu..

Gant al linenn   e c’haller dont eus kumun Plougastell. Ur vulzun a ya kuit diouzh ar mintin hag unan a zistro d’an abardaez.

Tres ar vulzun 45 Plougastell<=>Bon ar Morlu..