Bulzunoù war-zu ar marc’hadoù

Gant bulzunoù Bibus war-zu ar marc’hadoù e vezit kaset da greiz ho karter, d’ar marc’had sizhuniek, diouzh ar mintin :

  • d’ar Meurzh e Sant-Mark
  • d’ar Yaou e Plougastell
  • d’ar Gwener e Lambezelleg
  • d’ar Sadorn er Milinoù

Evit implijout ar bulzunoù-se e rankit pellgomz en niv. 0811 36 15 15* evit mirout ur plas.

Ho peaj a c’hallit mirout : da zerc’hent deiz ar marc’had etre 2e00 ha 5e00 gk, pe da zeiz ar marc’had diouzh ar mintin etre 8e30 ak ha 12e30

*Priz ur galv lec’hel gant ur pellgomzer diloc’h.

Dont a ray hor minibus da sammañ ac’hanoc’h d’an eur a vo bet lakaet, e pep lec’h en ho karter pe ho kumun, hag e kaso ac’hanoc’h d’an arsavlec’h tostañ d’ar marc’had lec’hel. Mirit ho plas evit an distro war-eeun gant ho pleiner.