Accemo - Prezantiñ war vale

ACCEMO – Treuzdougen evit an dud dalc’het en o c’heflusk

 

Ouzhpenn ar rouedad ordinal e kinnig Bibus ur servij treuzdougen a-ratozh evit an dud dalc’het en o c’heflusk, an dud na welont pe na glevont ket mat, dezho ur feur namm a 80 % da vihanañ, ha na c’hallont ket kemer ar bus o-unan pe ambrouget gant unan bennak.

Reolennoù implij ar servij Accemo.

 

Accemo : mod implij

Lakaat e anv – mirout plasoù

Evit kemer tro eus ar servij e ranker pellgomz en niv. 02 98 34 42 46 da lakaat e anv. Kaset e vo un teuliad evit en em enskrivañ du-se, hag a c’haller pellgargañ amañ ivez. Ur wech leuniet ganeoc’h e tle bezañ kaset d’ar chomlec’h-mañ : Servij Accemo, 7 straed Ferdinand de Lesseps, CS 80334, 29806 Brest cedex 9.

- Pellgomz en niv. 02 98 34 42 46 evit mirout ur plas, eus 7e30 ak da 7e00 gk eus al Lun d’ar Gwener, hag eus 9e00 ak da 5e00 gk d’ar Sadorn.

*nemet gant ar gartenn KorriGo validet evit mont-ha-dont evel ma karer a-hed ar bloaz.