RESAGO : Prezantiñ war vale

Mont a ra ar servij Resago en-dro war goulenn hepken. Ret eo pellgomz en niv. 02 98 34 42 22, eus al Lun d’ar Gwener eus 7e30 ak da 7e00 gk, ha d’ar Sadorn eus 9e00 ak da 5e00 gk.

Mirit ho peaj un eur d’an diwezhatañ a-raok ar c’houlz ma fell deoc’h mont kuit.

Ret eo mirout ar plasoù a-hiniennoù, ha neket a-stroll.

Da noz, eus ar Sul d’ar Merc’her, eus 10e30 da 0e30, e vez kaset en-dro al linennoù ingal 4-8-9-10-11-12-15 & 16 gant ar servij RESAGO, ha ret eo pellgomz en niv. 02 98 34 42 22 evit mirout plasoù. Miret e vezont war anvioù an dud.

Evit ur veaj d’al Lun, d’ar Meurzh pe d’ar Merc’her da noz, mirit ho plas a-raok 7e00 gk.Evit ur veaj d’ar Sul, mirit ho plas d’ar Sadorn a-raok 5e gk.