An arsav war goulenn
Brest meurgêr ha Keolis Brest – oberataer ar rouedad Bibus – a amprou an arsav diwar goulenn goude 10e00 gk war div linenn-vus eus ar rouedad Bibus.
Graet e vez an amprouadenn-se war al linennoù 1-Brest Kreñvlec’h Montbarey <> Brest Ospital ar Gazeg Wenn ha 3-Océanopolis <> Lambezelleg.
Ganti, adalek 10 eur noz, e c’hall ar veajourien diskenn eus ar bus etre daou arsavlec’h.
Surentez ar veajourien a dremen da gentañ evit ar rouedad hag he gwazourien :
Setu perak ez eus reolennoù evit an arsav war goulenn. Ar bleiner eo an hini a ziviz hag-eñ e c’haller diskenn etre daou arsavlec’h e-ser doujañ d’ar reolennoù surentez.
Abalamour d’ar savete ne c’hall an dud e kadorioù-ruilh diskenn nemet el lec’hioù fichet evit se.
Deuit da amprouiñ ar servij nevez-se !