Bibus, ur rouedad en aezamant d’an holl

n arsavlec’hioù : diwar ar 401 arsavlec’h a zo er rouedad Bibus ez eus 307 hag a zo en aezamant d’an holl, da lavaret eo ur feur a 77 %. E 2018, pa vo lakaet ar reolennoù aezamant da dalvezout tamm-ha-tamm, e vo kont evel-se gant holl arsavlec’hioù ar rouedad. 

Merket eo an arsavlec’hioù a zo en aezamant d’an holl gant ur piktogramm hag a c’haller gwelet aes en arsavlec’hioù ha war ar  

An tram : Emañ al linenn  penn-da-benn pe dost en aezamant d’an holl. Diwar an 28 arsavlec’h, 26 zo evel-se. N’eus nemet an 2 arsavlec’h Mac Orlan ha Menez Paol n’emaint ket, rak eno ez eo dinaou ar straedoù ouzhpenn 6 %.

An teleferik : Emañ an teleferik hag an arsavlec’hioù Atalieroù ha Jean Moulin en aezamant d’an holl. Gallout a ra an dud dalc’het en o c’heflusk, ar re na welont ket mat pe ar re vouzar mont gant al linenn  o-unan-kaer.

Ar busoù : Emañ an holl linennoù busoù en aezamant d’an holl (busoù gant savennoù lem-laka). En holl vusoù nevez a lakaer er rouedad e vez kemennadennoù dre gomz evit sikour an dud dall hag ar re na welont ket mat.

Keolis Brest ha Brest meurgêr a ginnig ar servij Accemo, miret evit an dud a zo dalc’het en o c’heflusk, ar re na welont ket mat pe a zo dall, hag an dud kaletklev. Evit kemer tro eus Accemo e c’haller lakaat e anv, ober ur goulenn gwech ha gwech all, pe pellgomz en niv. 02 98 34 42 46 evit mirout ur plas.

 

Chas-heñchañ ha chas-skoazellañ : Gant an ordrenañs niv. 2014-1090 eus ar 26 a viz Gwengolo 2014 ez eo bet astennet an tachennoù evit ar chas-heñchañ hag ar chas-skoazellañ. Hiviziken e c’hall chas an dud nammet o deus ur gartenn prioriezh hag ar chas emeur o stummañ mont d’an holl lec’hioù foran ha d’an holl servijoù treuzdougen (tramgirri, teleferik ha busoù).