Ligne C - Téléphérique

Mont a ra linenn  an teleferik en-dro :

D’al Lun : eus 11e00 da 00e00

Eus ar Meurzh d’ar Yaou : eus 07e30 da 00e00

D’ar Gwener ha d’ar Sadorn : eus 07e30 da 00e30

D’ar Sul : eus 09e00 da 11e00 gk.

Bep 5 munut e loc’h an teleferik d’an eurioù ma vez kalz a dud, ha liammañ a ra karter ar Gabusined (arsavlec’h Atalieroù) ouzh traoñ ar straed Siam (arsavlec’h Jean Moulin), tost d’an arsavlec’h tram « Kastell » :

Mat da c’houzout !

  • Un teul treuzdougen hepken evit an tram, ar bus hag an teleferik !
  • Ret eo validañ an teulioù bewech ma pigner en teleferik diwar unan eus an 2 arsavlec’h.
  • 3 munutenn treuz, 72 metr a-us ar Penfell.

Gallout a rit sellet ouzh reolennoù implij an teleferik (tennet eus ar reolennoù hollek evit implij an treuzdougen a-stroll e Brest meurgêr).

Gant an teleferik, choazit un doare mont-ha-dont etre ar c’hlann dehoù hag ar c’hlann gleiz gant ur gwel a’r c’haerañ war Brest hag ar vorlenn !