Bulzun an aerborzh Brest-Breizh

Ereet eo al linenn 40 ouzh linenn A an tramgarr en arsavlec’h Dor Gwipavaz. Ganti e c’haller mont da aerborzh Brest-Breizh ha da dakadoù labourerezh Prad Pip ha Sant-Tudon e-korf 10 munut pe war-dro.

Tres al linenn 40.

 

Eurioù ha stankted

   

Pa n’a ket an tramgarr en-dro ez a ar vulzun kuit eus ti-gar an SNCF. War ar sizhun e ra ar vulzun 34 beaj an deiz : klotañ a ra an eurioù gant ar c’houlzoù ma loc’h ha ma erru an nijadennoù pennañ.

Mont a ra ar servij-se en-dro eus 5e05 ak da 11e00 gk, 7 deiz diwar 7, a-hed ar bloaz (nemet d’ar 1añ a viz Mae)

Eurioù bulzun an aerborzh evit ar mare

 

Prizioù

 Ar bilhedoù a-unanoù en 1,60€*, gwiriek e-pad 1e er rouedad a-bezh (tram+busoù+teleferik), hag ar bilhedoù evit an devezh e 4,00€*, gwiriek e-pad an deiz, da brenañ digant ar bleiner.

*prizioù d’ar 1añ a viz Gouere 2018

Abalamour d’o mont en-dro ne c’haller ket cheñch eurioù ar bulzunoù nag ampellañ o beajoù, ha pa errufe an nijadennoù re ziwezhat. Eurioù an nijadennoù a c’hall bezañ cheñchet, hep rakkemenn.