Les parkings relais Bus/tram

Aes da implijout ez int, ha digoust evit klianted Bibus (gant ma vez diskouezet ganto ur bilhed validet pa’z eont kuit). Gant ar parklec’hioù eskemm e c’hallit mont betek kreiz kêr ha tremen e-bioù ar stankadegoù kirri hag an diaesterioù evit renkañ ho karr.

Akomod hag espernus ez int, simplaat a reont implij an treuzdougen a-stroll, ha gallout a rit lezel ho karr en ul lec’h sur.

Evit kement-se, renkit ho karr en unan eus ar 4 farklec’h eskemm ha kendalc’hit ho peaj gant an tram, ar bus pe an teleferik, hep soursial eus ar parkañ, hag e savete.

Lec’hiet int mat-tre a-hed linenn A an tram :

  • Kreñvlec’h Montbarey ** : 174 plas
  • Plasenn Strasbourg** : 233 flas
  • Dor Gouenoù : 195 plas
  • Dor Gwipavaz : 80 plas

**Kreñvlec’h Montbarey ha Plasenn Strasbourg : parklec’hioù tram bus miret evit klianted ar rouedad Bibus.

Digor e vez ar parklec’hioù eskemm eus 5e da 1e* eus al Lun d’ar Sadorn (*1e30 evit Plasenn Strasbourg) hag eus 6e30 ak da 8e30 gk evit parklec’h Dor Gwipavaz. 

Serr e vez ar parklec’h eskemm e Plasenn Strasbourg d’ar Sul ha d’an deizioù-gouel.

Ouzhpenn-se, pa choazit an treuzdougen a-stroll, e sikourit teurel nebeutoc’h a CO2 !

En plus, en choisissant les transports en commun, vous contribuez à la diminution des émissions de CO2 !