An darn vrasañ eus ar gwallzarvoudoù a vez abalamour da zievezhted ar vleinerien kirri, ar re a ya gant divrodegoù hag an dud war droad.

Tremen hep chom a-sav pa vez ruz ar gouleier pe pa vez ur stop, cheñch roud a-greiz-holl, treuziñ an hent-houarn hep sellet a-raok, an daoulagad paret ouzh ar poellgomzer, an tokarn war an divskouarn,... doareoù risklus eo kement-se, hag arabat eo ober evel-se.

Bleinerien kirri, divrodegoù ha tud war droad : chomit war evezh dalc’hmat !

En ur c’harr : pa dostait d’ur c’hroashent gant linenn an tramgarr, taolit muioc’h a evezh c’hoazh, priorek eo an tramgarr. Doujit da god an hentoù.

War velo : kit dre ar roudennoù hag ar bandennoù evit ar beloioù. Muioc’h-mui anezho zo e kêr. Doujit ar gouleier hag ar stopoù. Taolit evezh pa dreuzit roudennoù an tramgarr : ur rod a c’hallfe en em silañ enno ha reiñ lamm deoc’h.

War droad : priorek eo an tramgarr, ha pa vefec’h en un takad-bale pe war un dreuzenn kerzhourien. Taolit muioc’h a evezh c’hoazh pa bellgomzit pe pa selaouit sonerezh tost d’ar roudennoù, deoc’h da glevet an tramgarr oc’h erruout ! Gant an disglavieroù, ar c’habuchennoù hag an togoù e vez strishaet ho kweled. Chomit war evezh ! Doujit d’ar gouleier evit an dud war droad. Na dreuzit ket ar roudennoù d’ar red ha dreist-holl, sellit ervat a-zehoù hag a-gleiz a-raok mont. Na dreuzit ket ar roudennoù a-dreñv un tramgarr, unan all a c’hallfe erruout !

Beajourien an tram : dalc’hit krog er barrennoù pe azezit a-raok d’an tramgarr loc’hañ. Gallout a ra an tram bezañ lakaet da stardañ mort a-greiz-holl. Ma vez un diaester bennak e-barzh an tram pe en un arsavlec’h, implijit ar bouton galv sikour da gemenn an darvoud.

 

Mat da c’houzout :

Un tramgarr zo 30 tonenn ennañ pa vez goullo ha 55 tonenn gant ur garg ordinal, setu e vez pell o chom a-sav pa stard.

E 30 kilometr/eur ez a 40 metr gant an tramgirri evit chom a-sav.

 

Evit ho surentez, soñjit en nebeud reolennoù savete-mañ

Bep tro, pa vezit tost d’al linenn dramgarr ha pa welit unan eus ar panelloù-mañ :

  Panell rakkemenn : Taolit evezh ha gorrekait pa dostait d’ul leurenn dramgarr.

  Panell kroashent : O treuziñ al leurenn emaoc’h, gwiriit hag-eñ n’eus ket un tramgarr oc’h erruout, priorek e vefe hennezh !

 Takad-bale : En takadoù-bale zoken ez eo priorek an tramgarr !

  Gouleier evit an dud war droad : Pa zeuont da vezañ ruz e verkont ez eus un tramgarr oc’h erruout.