Beajiñ mat asambles

Un nebeud kuzulioù evit beajiñ ken dinec’h ha tra

Teul treuzdougen : gwiriit hag-eñ ez eus un teul treuzdougen validet ganeoc’h pa bignit ha mirit anezhañ betek ma tiskennoc’h. Ma vez flod e c’hallo un dell-gastiz bezañ lakaet deoc’h. Ar priz da baeañ a vo diouzh ar seurt flod a vo roet fed dezhañ.

Noazadurioù abalamour d’an trouz : ho pet doujañs ouzh ar veajourien all. Izelait son ho pinvioù elektronek d’an dud en-dro deoc’h da c’hallout beajiñ sioul.

Emzalc’h : en treuzdougen foran, taolit pled ouzh an dud vresk (tud kozh, tud nammet, maouezed dougerezed, …) ha lezit anezho da azezañ.

Bus : mod implij

Pa c’hortozit ho pus, prientit ho teul treuzdougen, pe ho moneiz ma prenit ho pilhedoù a-unanoù pe evit an devezh digant ar bleiner.

Gwelet a reoc’h niverenn al linenn hag an arsav-dibenn anezhi ouzh diaraog ar bus : grit sin d’ar bleiner. Pignit dre zor ziaraok ar bus.

Validit ho teul treuzdougen pa bignit, ha pa cheñchfec’h linenn hepken. Kit war-zu an diadreñv kuit da vezañ war hent. Pa dostait d’hoc’h arsavlec’h, pouezit war unan eus ar boutonioù "arsav goulennet". 

En hoc’h arsavlec’h, na ziskennit nemet dre an dorioù a zo e-kreiz ar bus pe a-dreñv dezhañ. Gant ur bouton ouzh an dorioù-se e c’hallit digeriñ anezho. Ur sistem surentez a vir ouzh an dorioù da serriñ keit ha ma tetekt emaoc’h eno.

 

Ar tram : mod implij

clients tram Bibus Brest rue Jean JaurèsMont en tram a c’haller dre forzh peseurt dor. Pouezit war ar bouton da zigeriñ an dorioù. Chom a ra an tram a-sav e kement arsavlec’h zo.

Ma n’ho pez ket un teul treuzdougen e c’halloc’h prenañ unan en ingalerioù teulioù a zo en arsavlec’hioù an tram. Ret eo validañ an teulioù e-barzh an tram bewech ma pignit, ha pa cheñchfec’h linenn hepken.

E-barzh an tram : Heñchet e vezit gant ar skrammoù titouriñ hag ar c’hemennadennoù dre gomz. A-hed ho peaj e vez kemennet deoc’h anv an arsavlec’h darempredet, pegeit e pado ar veaj…

Pa erruit en hoc’h arsavlec’h, pouezit war ar bouton da zigeriñ an dorioù ent emgefre.

An teleferik : mod implij

Téléphérique Brest juin 2017 Bibus

Ar bilhedoù zo da brenañ en ingalerioù teulioù emgefre war ar c’haeoù lestrañ, e daou arsavlec’h an teleferik. Validañ a reer ar bilhedoù war ar c’haeoù lestrañ.

Reoliadur.

Ar c’heleier bep ma teuont

En tramgirri, er busoù hag en arsavlec’hioù an teleferik e vez peurliesañ skrammoù da ditouriñ ar veajourien hag a verk pad ar veaj, anv an arsavlec’h war-lerc’h, al linennoù ereet...

En arsavlec’hioù an tram, an teleferik hag en arsavlec’hioù bus zo, e weler war skrammoù pegeit e tleer gortoz ha da belec’h e c’haller mont.

E-barzh an tramgirri hag an teleferik, e roer da glevet anv an arsavlec’h darempredet.