Ar gartenn KORRIGO : mod implij

Ar gartenn KORRIGO

Ur gartenn grug eo honnezh, personel ha digoust. Ganti e c’hallit kargañ bilhedoù (a-unanoù, evit an devezh, 10 bilhed war un dro …), koumanantoù (Fréquence +26, FréKence -26, Tempo, Tango, Rytmo...) hag ar formulennoù B’ pe Frankiz.

Evit krouiñ ho kartenn, kit d’ar stal Bibus gant :

- un teul-anaout eus an den a c’houlenn ar gartenn

- ul luc’hskeudenn identelezh eus an den-se, ma ne c’hall ket mont d’ar stal e-unan.

Evit koumanantiñ d’ur formulenn, kemerit ivez un DAB war baper (Daveennoù Bank).