Bizitañ Brest

Bibus, un oberour eus ar vuhez touristel ha sevenadurel er vro

Keolis Brest a c’hoari a-zevri e roll oberour ekonomikel, touristel, sevenadurel ha sokial. E-kichen an tolpad e vez pa vez hennezh o tiorren.

Pa genlabour gant lies abadenn, Keolis a sikour ober eus Brest Meurgêr bennañ ar C’hornôg. Gant ar c’hevelerezhioù niverus-se e c’hall Keolis Brest lakaat e glianted da gemer perzh en abadennoù bras ar vuhez e Brest. Ur c’heveler e vez Keolis Brest, adarre hag adarre, evit meur a abadenn er veurgêr :

Festoù Mor EtrebroadelFetes maritimes

Bep 4 bloaz e vez bodet e Brest e-leizh a vigi hengounel deuet eus 4 c’horn ar bed. Gant an abadenn-se e sikourer reneveziñ bigi hengounel ha sevel adstummoù eus bigi kozh.

-Ouzhpenn 700 000 a weladennerien e-pad ar fest e 2016 eus an 13 d’an 18 a viz Gouere

-Ouzhpenn 1000 bag war ar roll.

-Laouen e oa ar glianted hep mar ebet : 95 % anezho a ali an dud d’ober gant Bibus evit mont d’ar Festoù Mor.

Gouel ar Sonerezh

Bep bloaz e vez Bibus o keveliñ gant Gouel ar Sonerezh. Lakaat a ra e rouedad da droadañ gant darempred kreiz kêr hag al lec’hioù pennañ ma vez abadennoù ha sonadegoù d’an dro-se e Brest.

Yaouvezhioù ar Porzh

Bep bloaz e vez Bibus o keveliñ gant Yaouvezhioù ar Porzh, ha lakaat a ra al linennoù a zarempred ar porzh-kenwerzh da droadañ gant an nozvezhioù-se e-pad yaouvezhioù ar porzh.

Astropolis

Bibus zo ur c’heveler evit ar Festival sonerezh elektronek Astropolis (e Brest hag e koad Keroual).

-Meur a vil a dud er festival, tomm ouzh ar sonadegoù ma klevont muzikoù dic’hortoz, en un endro dibar.

-Bulzunoù Bibus hag a ya war-eeun d’ar festival d’an nozvezh diwezhañ (eus 9e00 gm da 9e30 am an deiz war-lerc’h).

 

Abadennoù, sonadegoù, kevezadegoù sport

Bibus a laka e dramgirri da dremen diouzh an abadennoù sevenadurel pe sportel a vez er sal-arvestoù Brest Arena hag a ra d’an teleferik mont en-dro pelloc’h pa vez abadennoù e pladenn ar Gabusined.

 

Bizitit Brest gant ar bus, an tram hag an teleferik !

Pellgargit tres al lec’hioù dedennus pennañ e Brest !

Ouzhpenn-se, setu amañ ul listennad diglok a soñjoù evit ober sortiadennoù ha gweladennoù a’r c’hentañ e Brest, hoc’h-unan, gant un den all pe gant ho familh.