Linenn A an tramgarr

Linenn A an tramgarr

Mont a ra Linenn an tramgarr en-dro :

 

-eus 5e00 da 1e00 eus al Lun d’ar Sadorn

-eus 7e30 da 0e30 d’ar Sul.

Un tramgarr a loc’h bep 6 pe 8 munut e-pad an deiz.

 

Gant al linenn-dram e vez darempredet poloù brasañ an dremeniri e meurgêr Brest : an takadoù-kenwerzh Hirwazh, Tour-tan Europa, ar Peniti, Kergaradeg, Dorioù Brest-Gwipavaz, dre ar straedoù-kenwerzh Siam ha Jean Jaurès.

 

 

Adalek arsav-dibenn "Dor Plouzane" e tarempred karterioù :

Kreñvlec’h Montbarey, Kerourien, ar Vali Hir, Killiverzan, Rekourañs, Kreiz-kêr, ar Pilier Ruz, Pontanezen hag Europa.

 

 

Emañ arsavioù-dibenn 2 skourr al linenn e takadoù obererezh Kergaradeg ( Dor Gouenoù) ha Dor Gwipavaz

Sellit amañ ouzh tres linenn A an tram.