Velosibus – feurmiñ beloioù e-pad pell

Velosibus - kinig

logo velocibus

Velosibus eo anv ar servij da feurmiñ beloioù e-pad pell kinniget gant Bibus. Gant ar beloioù, pe e vefent ordinal pe gant ur c’heflusker tredan, e c’hallit mont-ha-dont en ur mod ekologel hag espern arc’hant ouzhpenn-se.

E-pad 3, 6 pe 12 miz, feurmit ho pelo ha gwelit pegen brav eo mont-ha-dont en ho kêr en ho frankiz ! Hag evit ar re gant kefluskerioù tredan ne vo ket skoilhoù ken eus ar savioù !

  • Ne c’hall ar beloioù feurmet er servij bezañ implijet nemet war tachenn Brest meurgêr (Brest, Boc’harzh, Gouenoù, Gwiler-Leon, Gwipavaz, Ar Releg-Kerhuon, Plougastell ha Plouzane).


  • La location des vélos électriques est réservée aux abonnés Bibus (Forfaits Fréquence, FréKence-26, Tempo, Tango, Rytmo ou Formule B') et limitée à une durée de 12 mois maximum.

BELOIOÙ ORDINAL

BELOIOÙ TREDAN

Koumananter Bibus

Den ha n’eo ket koumanantet

Koumananter Bibus

3 miz

9€

21€

47€

6 miz

18€

42€

88€

12 miz

36€

84€

164€

 

 

 

 

 

Velosibus : mod implij

1 – Lakait hoc’h anv er servij

Kit d’ar stal Bibus evit mirout unan eus an 50 belo ordinal pe unan eus ar 150 belo gant ur c’heflusker tredan.

Miret eo ar servij-se evit an dud a zo o chom pe o studiañ e Brest meurgêr. Miret eo ar feurmiñ beloioù-tredan evit ar goumananterien Bibus (Treuziadoù Fréquence,  FréKence-26, Tempo, Tango, Rytmo pe Formulenn B'), hag e-pad 12 miz d’ar muiañ.

Ne c’hall ar beloioù feurmet er servij bezañ implijet nemet war tachenn Brest meurgêr (Brest, Boc’harzh, Gouenoù, Gwiler-Leon, Gwipavaz, Ar Releg-Kerhuon, Plougastell ha Plouzane).

Ret eo rentañ ar beloioù-tredan war-lerc’h 12 mizvezh feurmiñ.

Testenioù goulennet evit en em enskrivañ :

un teul-anaout (kartenn-anv, paseporzh, levrig-familh...),

un teul hag a brou emaoc’h o chom e Brest meurgêr, kozh tri miz d’ar muiañ (fakturenn EDF, GDF...),

ur chekenn war anv ar feurmer evit ar c’hred : 200 € evit ur velo ordinal pe 500 € evit ur velo gant ur c’heflusker tredan (ne vo ket enkefiet ar chekenn-se),

hag ho kartenn KorriGo karget gant ur c’houmanant Bibus evit kemer tro eus ar prizioù evit ar goumananterien.

2 – Tapit ho pelo

Lakait un emgav gant ar Gevredigezh En Route Pour l'Emploi (eus al Lun d’ar Gwener eus 9e ak da 12e hag eus 1e30 da 5e30 gk) en niv. 06 82 26 90 54 evit tapout ho pelo.

Gant ar gevredigezh-se e vez graet war-dro beloioù ar servij.

 

3 – Kemerit ho pelo er stal Bibus

Kit d’ar stal Bibus d’an deiz ha d’an eur lakaet gant ar gevredigezh En Route Pour l’Emploi. Pa gemeroc’h ho pelo e vo displeget deoc’h penaos ez a en-dro gant ur c’huzulier, ha hennezh a roioù kuzulioù deoc’h, dreist-holl evit a sell ouzh ar mod da implijout ar beloioù-tredan. D’ar c’houlz-se e vo gwelet ivez e peseurt stad emañ ar velo.

 

4 – Rentit ar velo e fin ho kevrat

E fin ar mare feurmiñ (12 miz d’ar muiañ, evit ar beloioù-tredan), e rankit :

  • pellgomz d’ar Gevredigezh En Route Pour l'Emploi en niv. 06 82 26 90 54 (eus al Lun d’ar Gwener eus 9e ak da 12e hag eus 1e30 da 5e30 gk) evit lakaat un emgav da rentañ ar velo, pe lakaat un emgav er stal Bibus evit neveziñ ho kevrat ;

Kaset e vo ho chekenn gred* deoc’h dre lizher war-lerc’h ma vo gwelet e peseurt stad emañ ar velo.

*Ma ne vez ket rentet ur velo e vo enkefiet ar chekenn gred (ha pe vefe bet laeret gant un den all). Ma ranker dresañ ar velo goude ar feurmiñ abalamour d’un implij direizh anezhañ e vo ret paeañ diouzhtu ar mizoù dresañ, a-raok ma vo rentet ar chekenn gred.

-Ret eo d’ar vinored bezañ ambrouget gant un den deuet major evit sinañ ar gevrat.