Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Klask un hent en arload Bibus

 

Penaos klask un hent en arload Bibus ?

 

Evit mont eus ul lec’h A d’ul lec’h B n’eus ket aesoc’h eget jeder hent an arload Bibus.

  • Ret eo mont war ar bajenn degemer ha klikañ war Jediñ an hent,

  • Hag ouzhpennañ ho lec’hioù loc’hañ ha termen goude-se. An arload a c’hall kavout e-unan pelec’h emaoc’h resis, ma roit aotre d’ho pellgomzer da zouarlec’hiañ,

  • Ret eo ouzhpennañ ivez deiz hag eur ho peaj. Dre ziouer e vo lakaet an eur a vremañ ma ne zibabit hini ebet. Gallout a rit ivez dibab dezverkoù all gant an Dibarzhioù beajoù.

  • Goude bezañ lañset an enklask e vo roet deoc’h da welet ul listennad disoc’hoù : dibabit an hini a glot ar gwellañ gant ho toare diblasañ e-mesk ar re kinniget deoc’h (treuzdougen boutin, marc’h-houarn / troterez, war droad, gant an oto peotramant dre genweturañ).

  • Follenn-stur ho peaj a vo diskouezet deoc’h da neuze, lec’h ma kavoc’h kement tra diwar-benn an hent. Seul aesoc’h e vo ho peaj ma klikit war Loc’hañ : pazenn ha pazenn e vioc’h heñchet gant an arload.

  • Gallout a rit ivez klikañ war an arlun kalon evit enrollañ an hent ha sellet outañ er mod ezlinenn.

 

Back to top