Da-geñver ho peajoù war ar rouedad treuzdougen Bibus e rankit doujañ da reolennoù zo evit gwarantiñ d'an holl ur momed plijus e bourzh hor c'harbedoù.
Règles de prudence

Reolennoù avisted
Pe e vefe tost d'an tramgarr, war velo, war droad, en ur c'harr pe er c'harbedoù, ez eus reolennoù evit en em virout diouzh ar gwallzarvoudoù.
Avisted hag evezhiañs eo ar gerioù-stur !
Bien voyager ensemble

Beajiñ mat asambles
Sellit ouzh mod implij ar bus, an tramgarr hag an teleferik.
Er reolennoù implij-se e renabler an holl voazamantoù mat d'ober diouto e-pad ur veaj war ar rouedad treuzdougen Bibus.
Un réseau accessible

Ur rouedad en aezamant d'an holl
War-dro 80 % eus an arsavlec'hioù zo en aezamant d'an holl, hag ivez hon holl vusoù, hon trenioù tramgarr hag hon teleferik.
Gwelit an doareoù all a aesa implij ho rouedad treuzdougen Bibus.
Actions de sûreté

Oberoù surentez
Meur a ober zo lakaet war-sav evit ma tremeno ho peajoù hep diaester.
Da skouer : kameraioù, steuñvoù diarbenn, an arsavioù war goulenn ha kement zo.