 
  Gant an arload hezoug Bibus e c’hallit prientiñ aes hoc’h holl veajoù war dachenn Brest meurgêr. Ennañ e kavoc’h an holl ditouroù hag an holl ostilhoù talvoudus evit en em ziblasañ.
Prientiñ ho peajoù
Gallout a rit :
- 
	Evit klask un hent gant an treuzdougen boutin hag ivez war droad, war velo, gant an droterez pe dre genweturañ. 
- 
	Enrollañ gant un nebeud klikoù al lec’hioù ma’z it ar muiañ (al labour, ar gêr, lec’hioù a bep seurt). 
- 
	Kavout tud evit kenweturañ p’en em ziblasit, asambles gant OuestGo. 
- 
	Anavezout al lec’hioù talvoudus tro-dro deoc’h : arsavioù bus, tramgarr ha VeloZef, parklec’hioù eskemm. 
- 
	Mirout enlinenn ho peajoù gant ar servij treuzdougen war goulenn. 
Sellet ouzh an eurioù hag ar c’heleier tremeniri bep ma teuont
Gallout a rit :
- Sellet ouzh an eurioù war-eeun evit anavezout an tremenioù kentañ war ho linennoù ha gouzout pelec’h emañ ar busoù hag an tramgirri.
- Resev kemennoù en ho pellgomzer, enno keleier tremeniri, evit gouzout kement tra dalvoudus diwar-benn ho linennoù muiañ-karet.
Prenañ ho teulioù treuzdougen
- Gallout a rit prenañ ho teulioù niverel, a vez graet M-Ticket anezho : tikedoù evit 1 veaj, tikedoù evit 10 beaj (priz reoliek ha priz digresket), tikedoù evit 1 devezh, tikedoù mont-ha-dont gant ar fungarr, tiked familhoù / strolladoù pe c'hoazh tikedoù darvoudoù.
Hag ur bern ostilhoù talvoudus all…
- 
	Gant an arload StreetCo e vez pourchaset titouroù war ar skoilhoù a c’hallfe bezañ war ho hent. 
- 
	Gant ar gwirvoud kresket e c’hallit bezañ heñchet kammed ha kammed betek an arsavioù tostañ. 
Liammoù pellgargañ
Talvoudus eo deomp gouzout ho soñj !
Un dra a garfec’h kinnig deomp gwellaat ? Skrivit deomp hep marc’hata tamm : [email protected]
Beajiñ a rit gant ar rouedad treuzdougen Bibus dija ha mat eo deoc’h ? Evit reiñ deomp da c’houzout kement-se, lakait 5 steredenn deomp war ar stalioù arloadoù !
 
