
Eurioù
Mont a ra al linenn teleferik en-dro bep 5 munut d'an eurioù barr ha bep 10 munut d'an eurioù dibres, d'an eurioù mont en-dro normal, da lavaret eo :
d'al Lun : eus 11e am da 00e30,
eus ar Meurzh d'ar Yaou : eus 7e30 am da 00e30,
d'ar Gwener ha d'ar Sadorn : eus 7e30 am da 1e00 am,
d'ar Sul : eus 9e00 am da 11e gm.
Pennad-hent
3 munut treuz e 72 metr a-us ar Penfell.
Lestrit en teleferik ha choazit ul liamm glann dehou-glann gleiz gant ur gwel eus ar c'hentañ war Brest hag he morlenn.

Prizioù
Evit kemer an teleferik e c'hallit ober e daou vod:
un teul treuzdougen hepken evit an tramgarr, ar busoù hag an teleferik,
an tiked ispisial e 2,20€ mont-ha-dont en devezh.
Ret eo validañ an teulioù bewech ma pignit en teleferik, adalek an 2 arsavlec'h.