Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Tramgarr

Ne ruilho ket an tramgirri etre an 18/07 hag an 30/08 : busoù a vo en o flas !

10 vloaz zo bremañ, d’an 23 a viz Even 2012, e oa en em gavet an tramgarr. 28 arsavlec’h zo, war an daou du d’ar Penfell, ha 14,3 km eo hirder al linenn en holl.

Eurioù

Mont a ra linenn A an tramgarr en-dro :

  • eus 5e00 am da 1e00 am eus al Lun d'ar Sadorn,

  • eus 7e30 am da 0e30 am d'ar Sul.

Kinnig a ra loc'hañ bep 6 pe 8 munut war an deiz.

Roud

Linenn an tramgarr a zarempred takadoù labourerezh bras meurgêr Brest : an takadoù kenwerzh Hirwazh, Tour-tan Europa, ar Peniti, Kergaradeg, dorioù Brest-Gwipavaz dre ar straedoù kenwerzhel Siam ha Jean Jaurès.

Pa loc'her eus penn al linenn e Dor Plouzane e tarempred karterioù Kreñvlec'h Montbarey, Kerourien, ar Vali Hir, Killiverzan, Rekourañs, Kreiz-kêr, Pilier Ruz, Pontanezen hag Europa.

E tu ar reter, Dor Gouenoù (takad labourerezh Kergaradeg) ha Dor Gwipavaz (takad labourerezh ar Froudwenn) eo 2 benn-hent al linenn A.

E tu ar c'hornôg emañ penn al linenn A en arsavlec'h Dor Plouzane.

 

Busoù da erlec'hiañ an tramgarr

Pa chom an tramgarr a-sav penn-da-benn pe evit un darn (sevel Pont Rekourañs, kempenn al linenn dredan, darvoud pe gwallzarvoud…), busoù erlec'hiañ a gemer e blas er rouedad treuzdougen Bibus evit kenderc'hel ar servij war-zu penn ho hent.

 

Lors d'un arrêt total ou partiel du tramway (maintenance, entretien de la ligne aérienne de contact, incident ou accident, manifestation, etc.), des bus de remplacement prennent la relève sur le réseau de transport Bibus afin d'assurer la liaison vers votre destination.

Plus d'informations

Back to top