Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Treuzdougen war goulenn

Kinnig ar servij

Ar servij treuzdougen war goulenn (TWG) zo ur servij taksioù a c'haller gantañ liammañ an takadoù annez pe labourerezh digreizet ouzh linennoù ordinal ar rouedad treuzdougen Bibus.

Mont a ra en-dro pa virer anezhañ hepken en niverenn 02 98 34 42 22 :

  • eus al Lun d'ar Gwener eus 7e30 am da 7e00 pm,

  • d'ar Sadorn eus 9e00 am da 5e00 pm.

 

Al linennoù treuzdougen war goulenn

  • Linenn 90 : BREST Liberté - BREST Chevillotte

  • Linenn 91 : BREST Vali Hir - BREST Centre funéraire

  • Linenn 92 : BREST Hôpital Cavale - BREST Centre funéraire

  • Linenn 93 : BREST Roch Glas - BREST Place des FFI

  • Linenn 94 : GOUESNOU Place des Fusillés - Porte de GOUESNOU

  • Linenn 95 : GUIPAVS Pen an Traon - GUIPAVAS St Herbot

  • Linenn 96 : GUIPAVAS Pen an Traon - LE RELECQ-KERHUON Résistance

  • Linenn 97 : BREST Palaren - Porte de GUIPAVAS

 

Al linennoù ordinal

  •  Servijoù al linennoù ingal 10, 12, 13, 15, 16, 17 ha 19 a vez kinniget gant ar servij treuzdougen diwar c'houlenn : eus ar Sul d'ar Merc'her, eus 22e30 da 0e30,

  •  Gant ar servij treuzdougen diwar c’houlenn e vez graet ar servijoù war al linenn 11 ingal : a-hed an devezh d’ar Sul,

  •  Servijoù zo eus ar c'hirri-boutin aerborzh (linenn 20) a vez kinniget gant ar servij treuzdougen diwar c'houlenn : da Sadorn, da Sul ha d'an deizioù-gouel.

 

Titouroù

  • Talvout a ra an holl deulioù treuzdougen Bibus evit ar servijoù-se.

  • Mirout ho pennad-hent d’an diwezhatañ un eur a-raok an eur ma fell deoc’h loc’hañ.

  • Ret eo mirout hini-hag-hini ha neket a-stroll.

Back to top