Penaos sellet ouzh an eurioù tremen en arload Bibus en amzer wirion ?
En arload Bibus e c’hallit sellet ouzh eurioù an tremenioù kentañ war ho linennoù. Dibaouez e vez nevesaet an titouroù-se :
Klikañ war an ivinell Eurioù.
Dibab ho linenn hag un tu (d.l.e. hec’h arsav diwezhañ).
Dibab hoc’h arsav.
Da neuze e teu eurioù an tremenioù kentañ war ho linenn war wel.
Ma klikit war ar galon a zo en nec’h a-zehoù e teuio da vezañ hoc’h arsav muiañ-karet, ha diwar neuze e c’halloc’h gwelet an tremenioù kentañ eno war ho pajenn degemer-c’hwi.
Daou seurt eurioù zo gant pep a liv : an eurioù war-eeun zo skrivet e gwer gant tresoù bihan, an eurioù teorikel zo skrivet e du.
Klikañ war "Diskouez ar fichenn eurioù" evit gwelet an holl eurioù teorikel evit hiziv. Gallout a rit ivez dibab un deiz all gant an deiziadur.
