Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Nos métiers

Tuta

4 fol bras :

  • Ar servij korvoiñ a dolp 75 % eus ar c'hopridi hag a ya d'ober kalon an embregerezh. Bodañ a ra ar micherioù liammet war-eeun ouzh ar rouedad Bibus, da lavaret eo ar bleinañ ha reoliñ an dremeniri.

  • Ar servij marketing ha kenwerzh a vod arbennigourien war empentadenn ar rouedad (arsavioù, linennoù, amzer evit ur pennad-hent, ha kement zo), war ar c'hehentiñ hag an evezhiañ pemdeziek, ha war ar c'henwerzh (boutikl Bibus, gwazourien an darempred gant ar glianted, servijoù treuzdougen war goulenn, ha kement zo).

  • Gant an trezalc'h e voder tost da 30 micher, ingalet etre atalier trezalc'h ar busoù e Kergonan hag atalier trezalc'h an tramgirri e Dor Plouzane.

  • Gant an trezalc'h e voder tost da 30 micher, ingalet etre atalier trezalc'h ar busoù e Kergonan hag atalier trezalc'h an tramgirri e Dor Plouzane. Liammet eo an holl servijoù an eil re ouzh ar re all, ha ganto e c'haller kinnig ur servij a-feson da glianted ar rouedad Bibus.

 

Ar vicher bleiner bus/tram 

Conductrice de bus Bibus

Ar vicher bleiner bus ha tramgarr a vod meur a zomani :

  • Teknikel : ar bleiner a vlein ar c'harbed en ur warantiñ surentez hag aezamant ar veajourien, petra bennak e vefe doareoù an dremeniri ,hag en ur zoujañ da god an hent. Emañ e garbed en e garg ha kontrolliñ a ra hag-eñ ez eo stummet-mat.

  • Kenwerzhel : ar bleiner a ditour ar glianted a-fet ar roudoù, ar prizioù, pad ar veaj. Gwerzhañ a ra ivez teulioù treuzdougen ha merañ e gef hag e stok tikedoù.

  • Denel : ar bleiner a zegemer hag a ditour ar veajourien dezho da gaout ar gwellañ servij zo. Gwarantiñ a ra surentez an dud kaset gantañ.

Evit a sell ouzh bleinañ tramgirri, ar vleinerien a ra gant busoù ha tramgirri a bep eil 50 % eus an amzer. Evit gallout mont war ar vicher-se e rank an den kaout an aotre-bleinañ D hag ur stummadur FIMO/FCO beajourien, pe un teul micherel CTRIV.

"Plijout a ra din daremprediñ ar glianted pa vleinan ur bus, hag an tram a ya d'ober ur gwir zigoradur war ar vicher bleiner". Christine, bleinerez busoù ha tramgirri (lenn ar poltred dre ar munud amañ).

 

Micherioù an trezalc'h

Ouvrier Bibus

Micherourien, teknikourien, pennoù-bras an Trezalc'h a sikour gwellaat ar rouedad. Fellout a ra deomp gwellaat dalc'hmat hor c'harbedoù hag hon danframmoù, ha gant ar micherioù-se e c'haller :

  • Gwarantiñ prested, fiziusted ha surentez an aveadurioù ;

  • Dispakañ an argerzhoù dre an trezalc'h diarbenn ha dresañ ;

  • Kas raktresoù war-raok ;

  • Gwarantiñ d'hor c'hlianted pennadoù-hent fizius, klet ha sur.

 Gant an trezalc’h e vez graet traoù a bep seurt. 3 zachenn zo evit trezalc'h an tramgarr :

  •  Danvez-ruilh : bagad tramgarr ;

  •  Luskadoù pouezus : savenn an tramgarr, an hentoù, an nadozioù, al linenn aer da zaremprediñ hag an isstalioù tredan ;

  •  Luskadoù gwan : an aveadurioù arsav, ar panellerezh hent-houarn, ar bilhedoù, ar SAEIV, ar skingomz hag ar Mererezh teknikel kreizennet.

 « An teleferik zo ur raktres kaer diazezet war un deknologiezh nevez. Ar pezh a blij din ar muiañ eo liesseurted obererezhioù ar post : tredan, dour... Ur pennad Le Tout zo ivez. ». Christophe, gwazour trezalc'h pellgomzerel (lenn ar pezh a oa displeget dre ar munud amañ).

 

 Micherioù reoliñ an tremenerezh

Régulatrice trafic Bibus

 Ar reolier/ar verc'h a reol ar c'hirri bemdez. Evit se e ranker, da skouer, diskouez e oa strizh-kenañ, e oa ersavus hag ivez e veze meret mat ar stress. Seveniñ a ra meur a gefridi ouzhpenn :

  •  Merañ ar Post Urzhiadoù Kreizennet (PCC) ;

  •  Heuliañ ar rouedad busoù, tramgarr ha pellgomzerezh dre ar Reizhiadoù Skoazellañ korvoiñ ha titouriñ ar veajourien (SAEIV) ;

  •  Emellout war an dachenn (emelloù teknikel, emellout war gwallzarvoudoù dafar ha korf) ha kenlabourat gant servijoù ar Stad (Polis, Pomperien,) ;

  •  Suraat ar vleinerien war ar pemdez ;

  •  Derc'hel d'e varregezh war ar bleinañ busoù, tramgarr ha pellgehentiñ.

 Evit gallout mont war ar vicher reolier/merc'hez e c'houlenner un aotre D hag ur stummadur FIMO/FCO evit ar veajourien.

"Ar pal eo aesaat an dremeniri d'ar glianted da vezañ kontant ar muiañ ar gwellañ. Ar pep pouezusañ eo bezañ reaktivel : ret eo kavout diskoulmoù buan. Karout a ran ar vicher-se rak disheñvel e vez bemdez". Valérie, reolierez (lenn ar poltred dre ar munud amañ).

 

Micherioù an darempredoù gant ar glianted

Daou seurt postoù kenwerzhel zo :

  • Ar gwazour kenwerzhel a zegemer hag a ro kuzulioù d'ar glianted er boutikl Bibus a-fet an teulioù, ar prizioù, an treziadoù, an eurioù, ar roudoù, ha kement zo. Kelaouiñ a ra anezho ha pourchas dezho titouroù tal-ouzh-tal, abalamour da vastiñ diouzh ar gwellañ d'o ezhommoù mont-ha-dont. Gouzout a ra ober gant an dud ha kendivizout ganto. Evit ar gwazour kenwerzhel ez eo kalite ar servij ar brioriezh kentañ. Derc'hel a ra kont eus ezhommoù pep kliant evit kavout gantañ an diskoulm treuzdougen gwellañ evitañ.

  • Ar gwazour darempred klianted a zegemer hag a respont da c'houlennoù klianted ar rouedad dre skrid pe dre bellgomz. Reaktivel eo, hag evezhiañ a ra stad an dremeniri. Kelaouiñ a ra ar veajourien en amzer wirion ha pourchas, e-mesk traoù all, titouroù a-fet an dremeniri, ar servijoù war goulenn hag ar c'hlemmoù. Gouzout a ra mat diouzh ar binvioù urzhiataerezh hag ar rouedadoù sokial. Liammañ a ra ar glianted ouzh servijoù an embregerezh dalc'hmat. Riget hag aozet mat eo e-barzh e labour, ha termenañ a ra ar prioriezhioù diouzh ar redioù anavezet. Ur c'hendivizour-dave zo eus ar gwazour darempred klianted , ha gwarant eo evit an doujañs d'ar gouestloù a-fet ar c'halite hag an termenoù. Kinnig a ra traoù ha empleget eo, setu ma wella ha ma sura ar servij evit ar glianted en ul lusk sevenus ha pozitivel. Skiant ar servij hag an darempred asambles gant siriusted hag anterinded vicherel : setu aze perzhioù mat ur gwazour darempred klianted a-feson.

" Plijout a ra din dreist-holl implij an teknologiezhioù nevez er vicher-se. Ret eo ivez gouzout talañ ouzh enkadennoù evit degas respontoù buan d'ar pratikoù." Alexandre, gwazour darempredoù gant ar pratikoù.

Back to top