Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Notre démarche qualité

Gant e bolitikerezh AKE e fell d’ar rouedad Bibus diorren an treuzdougen boutin digarbonek, kreskiñ ar c’hinnig fiñvusted doujus ha kas oberoù da benn evit an endro ivez.

 

Krog eo ar rouedad treuzdougen boutin Bibus da labourat evit gwellaat ar c’halite dibaouez, diwar erbedadennoù an testeniekadur ISO 9001.

E 2024 e oa bet tapet an testeniekadur kentañ-se. An dra-se a ziskouez e vez lakaet poan gant holl genlabourerien Bibus, abalamour da lakaat ar c’halite e-kreiz o oberoù ha da gontantiñ an holl re a sell o labour outo (beajourien, Brest meurgêr ha kevelerien).

Evit 3 bloaz e vez roet an testeniekadur gant AB Certification. Bep bloaz e vez adwelet mont en-dro an embregerezh.

Dre en em ober ouzh redioù an testeniekadur etrebroadel ISO e c’hall Bibus gwellaat kammed-ha-kammed e vod da vont en-dro, ha frammañ e reizhiad melestrañ diouto. Adalek ar penn kentañ e vez dalc’het kont, en tu all d’ar c’halite, eus ar surentez hag eus an endro e politikerezh an embregerezh. Ac’hann da 2027 e fell d’ar rouedad Bibus tapout an tri zesteniekadur : ISO 9001 Kalite, ISO 14001 Endro hag ISO 45001 Yec’hed ha Surentez el Labour.

 

Kalite ar servij

 

Ingal e vez nevesaet e ginnig servijoù gant Bibus, abalamour da vastañ da ezhommoù ar bleustrerien. Rak lakaet en deus da bal sevel ur rouedad diouzh ar gwellañ, evel ma oa goulennet gant Brest meurgêr, ha gwellaat ar servijoù kinniget d’an dud a veaj ganti, ne vern an doare treuzdougen.

Evit doujañ d’un toullad engouestloù en deus kemeret Bibus e-keñver e bratikoù e vez goulennataet e skipailhoù ingal gant un aozadur diavaez, ha priziet kalite ar servijoù. Studiet e vez pevar anezho, hag a zo pouezus-bras, a zle bezañ gwarantet :

  • Ur c’hinnig treuzdougen efedus e vont en-dro (tremen ingal hag e koulz, ostilhoù labour solut ha niverus a-walc’h – karbedoù, talvouderioù, ingalerioù ha kement zo).

  • Un darempred nes, personelaet hag a galite gant ar pratikoù (enklaskoù evit gouzout hag-eñ e plij ar servij dezho, bodadoù pleustrerien, klemmoù ar veajourien, degemer gant ar vleinerien, degemer en ajañs ha dre bellgomz).

  • Kelaouiñ mat ar veajourien bepred, pe e vefe plaen pe direnket an tremenerezh, dre gement mod kehentiñ a zo (en arsavioù, e bourzh, en ajañs, el lec’hienn internet ha dre an arload).

  • Beajiñ en e aez (karbedoù naet, doareoù bleinañ fur, surentez, aes d’an holl mont e bourzh).

Back to top