
Diorren an treuzdougen boutin digarbonek
Ar rouedad treuzdougen Bibus a fell dezhi plediñ gant ar c’hudennoù a sav war dachenn an endro ha war hini ar gevredigezh. An dra-se zo kaoz e voderna e garbedoù, gant skoazell arc'hant Brest meurgêr, evit paouez d’ober gant an diesel. E 2022 e oa bet lañset ar busoù tredan kentañ. Re all a vo prenet tamm-ha-tamm, ac’hann da 2030, abalamour d’en em ober diouzh al lezenn LOM. En tolpad-kêrioù ez eus busoù hag a ya en-dro gant ar bioGNK ivez. Hor c’hevelerien eilkevratourien a ra war o zro.
Cheñchet eo bet ar c’harbedoù servij : e 2023 e oa bet prenet 10 karr tredan, re ordin ha re dezougen, ar pezh a aesa monedoneoù ar vleinerien hag an implijidi etre o lec’hioù labour.
Kreskiñ ar c’hinnig fiñvusted doujusa
Daou servij feurmiñ beloioù tredan a vez kinniget d’an dud a zo o chom e Brest meurgêr :
-
Velocibus, ar servij feurmiñ beloioù war hir amzer.
-
VeloZef, ar servij feurmiñ beloioù pa garer.
Un toullad traoù hag a reomp evit an endro
-
Labourat evit tapout an testeniekadur ISO 14001 war grenn dermen, goude bezañ kaset un diagnostik endro da benn.
-
Kreñvaat efedusted energetek ar savadurioù.
-
Oberoù fetis evit digreskiñ ar c’hementadoù dour, gaz ha tredan implijet : adaozañ an dourioù lous, staliañ gouleier dre LED en holl savadurioù melestradurel, en atalieroù hag er c’harrdioù.
-
Goulenn gant pourchaserien eus ar vro dastum al lastez dañjerus ha dizañjerus, abalamour da adimplijout anezho.
-
Kelaouiñ ar veajourien war-eeun diwar-benn an dilaoskadennoù GET p’en em ziblasont gant ar bus pe gant an tramgarr (gant an arload Bibus).
-
Un emglev gant EcoTree : prenañ gwez e Breizh, abalamour da wareziñ ar c’hoadoù.
-
Sachañ evezh ar skipailhoù trezalc’h war ar riskloù saotradur.
-
Kas an disklêriadenn perzhioù e-maez arc’hant d’ar stroll RATP DEV bep bloaz.
-
Doujañ d’ar reolennoù e talvoud, dreist-holl da redioù an SREE.