Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Beajiñ mat asambles

Un nebeud kuzulioù evit beajiñ ken seder ha tra

  • Noazadurioù e-keñver trouz : ho pet doujañs evit ar veajourien all. Izelait son hoc'h ardivinkoù eletronek evit gwareziñ sioulded hoc'h amezeien.

  • Emzalc'h : en treuzdougen foran, taolit evezh ouzh an dud vresk (tud kozh, tud nammet, merc'hed brazez, ha kement zo) ha lezit anezho da azezañ.

  • Teul treuzdougen : bezit sur ho peus un teul treuzdougen validet pa bignit ha mirit anezhañ betek ho tiskenn. Ma vez flod e c'haller reiñ deoc'h un dell-kastiz a vo he sammad diouzh an darvoud.

Gwelet kael an torroù-lezenn

 

Ar bus : mod implij

  • Pa c'hortozit ho pus, prientit ho teul treuzdougen pe ho moneiz ma prenit un tiked dre unanenn pe un tiked evit an devezh digant ar bleiner.

  • Gwelet a reoc'h an niverenn linenn ha penn al linenn ouzh diaraog ar bus : grit ur sin d'ar bleiner. Pignit dre zor diaraok ar bus.

  • Validit ho teul treuzdougen pa bignit, ha pa vefe ur c'henere. Kit war-zu an diadreñv evit reiñ plas. Pa vez hoc'h arsavlec'h o tostaat, pouezit war unan eus ar boutonioù "arsav goulennet".

  • En hoc'h arsavlec'h, diskennit dre an dorioù e kreiz pe e diadreñv ar bus hepken. Gallout a rit digeriñ an dorioù-se gant ur bouton tost dezho. Ur sistem surentez a vir ouzh an nor da serriñ keit ha ma vezit detektet.

 

An tramgarr : mod implij

  • Gallout a reer mont en tramgarr gant holl zorioù an tren. Pouezit war ar bouton da zigeriñ an dorioù. Chom a ra an tramgarr a-sav en holl arsavlec'hioù.

  • Pa erru an tramgarr, bezit sur ho peus un teul treuzdougen. Ma n'ho peus hini ebet, emañ an teulioù treuzdougen e gwerzh en ingalerioù teulioù en arsavlec'hioù an tramgarr. Gallout a rit ivez prenañ ho tiked dre an arload hezoug Bibus pe war-eeun e-barzh an tramgarr, gant ar mekanikoù da validañ roz hag ho kartenn-vank hep touch. Ret eo validañ an teulioù e bourzh an tramgarr bewech ma pignit ennañ, ha pa vefe ur c'henere, evit an tikedoù hag ar c'hartennoù KorriGo.

  • E-barzh an tramgarr : en em lezit da vezañ sturiet gant ar skrammoù kelaouiñ hag ar c'hemennnoù da glevet a verk hed-ha-hed ho pennad-hent anv an arsavlec'h darempredet, an amzer betek an arsavlec'h war-lerc'h, ha kement zo.

  • Pa erruit en hoc'h arsavlec'h, pouezit war ar bouton da zigeriñ an dorioù ent emgefre.

  • Kit dre ar roudennoù hag ar bandennoù divrodegoù. Niverusoc'h-niverus ez int e kêr.

  • N'it ket gant hentoù an tramgarr, difennet eo rak ur gwir zañjer zo : ur rod hag a riskl pe a chom gennet er roudenn !

  • Doujit d'ar gouleier ha d'ar stopoù.

  • Diwallit pa dreuzit ar roudennoù, ur rod a c'hall silañ enno ha bezañ kaoz d'ul lamm.

  •  

    Diwallit diouzh kornioù dall ar busoù.

 

An teleferik : mod implij

 

  • An teulioù treuzdougen zo e gwerzh e daou arsavlec'h an teleferik, en ingalerioù teulioù emgefre war ar c'haeoù, hag ivez gant ar mekanikoù da validañ roz hag ho kartenn-vank hep touch. Gallout a rit ivez prenañ ho tiked dre an arload hezoug Bibus.

  • Ret eo validañ ho teulioù treuzdougen (kartenn KorriGo, tikedoù) : graet e vez war ar c'hae.

  • Emañ an teleferik en aezamant d'an dud dalc'het en o c'herzhed (2 gador-ruilh d'ar muiañ dre logell). Deuet-mat er bourzh eo ar beloioù ivez (1 velo d'ar muiañ el logell).

  • Emgefreek eo ar sistem : grit diouzh ar c'hemennoù war ar skrammoù kelaouiñ ha diouzh ar c'hemennoù da glevet.

 

Ar c'helaouiñ en amzer wirion

  • An tramgarr, ar busoù hag an teleferik zo aveet ar braz anezho gant skrammoù da gelaouiñ ar veajourien. Merkañ a reont pad ar pennad-hent, anv an arsavlec'h kentañ, ar c'henereoù, ha kement zo.

  • En arsavlec'hioù an tramgarr, an teleferik, hag en arsavlec'hioù busoù zo, skrammoù a verk an amzer da c'hortoz hag an tuadur.

  • E-barzh an tramgirri hag e bourzh an teleferik, kemennoù dre gomz a ro deoc'h anv an arsavlec'h darempredet.

 

 

Back to top