Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Oberoù surentez

Ho rouedad treuzdougen Bibus a ro bec’h evit ho surentez ha lakaat a ra meur a dra e pleustr er c’hirri ha war an dachenn ; sellet ouzh roll an holl oberoù surentez.

 Araezioù teknikel :

  •  Kameras : ar videoevezhierezh a gaver e pep lec’h war ar rouedad : 330 kamera zo lakaet er busoù, 160 e trenioù an tramgarr ha 140 e savlec’hioù an tramg

  •  Galvoù trummadoù : boutonoù galvoù trummadoù a c’hall bezañ gweredekaet war ho rouedad treuzdougen e bourzh hag en arsavlec’hioù.  Ganto e c’hallit gervel an oberataerien emellout eus ar rouedad pa vezit en arsavlec’hioù tramgarr pe teleferik. E bourzh an tramgarr e c’hallit mont e darempred gant ar bleiner. Gallout a rit ivez gervel an niverennoù klasel : SAMU (15), Polis ha/pe Archeriezh (17), Pomperien (18) hag an holl zifraeoù (112).

 

Tud en ho servij :

  • Dizarbenn : 12 a implijidi surentez zo karget da verañ an aergelc’h, da deuler evezh d’ho surentez ha da hini an implijidi, da deuler evezh ma vo doujet d’ar reolennoù korvoiñ ha da sikour an implijerien.

  • Kontrolliñ : 34 c’hontroller zo karget da zegemer ha da ditouriñ ar pratikoù, da gontrolli؜ñ an teulioù treuzdougen a zo gant ar veajerien, da stadañ pa vez flodet, da zizarbenn, da ziwall ma vo doujet d’ar reolennoù korvoiñ ha da sikour an implijerien.

  • Hanterouriezh : 25 a implijidi hanterouriezh zo karget da zegemer ha da ditouriñ ar pratikoù, da gontrolli؜ñ an teulioù treuzdougen a zo gant ar veajerien, da stadañ pa vez flodet, da zizarbenn, da ziwall ma vo doujet d’ar reolennoù korvoiñ ha da sikour an implijerien.

  • Kenemglevioù ha kevelerezhioù : kevelerezhioù zo etre Bibus ha meur a aozadur, en o zouez ar polis, an archeriezh, ar prefeti, ar justis, an deskadurezh-Stad, Brest meurgêr. Gellout a reer evel-se stourm ouzh ar floderezh hag ober deoc’h en em santout muioc’h e surentez pa vezit o vont hag o tont war ar rouedad hag e pep lec’h er veurgêr.

 

Traoù all :

  • Chom a-sav war goulenn : gant ar servij-se e c’hellit, adalek 10 eur noz, diskenn eus ar bus etre daou arsav. Gellout a ra an holl veajerien diouzh an noz kemer tro eus an dra-se evit bezañ lezet an tostañ ouzh o zi. Aes eo : pa bign er bus e rank ar beajer lavaret d’ar bleiner e fell dezhañ diskenn etre daou arsav. Evit Bibus e tremen surentez ar veajerien a-raok pep tra, e-se eo reolennet strizh ar servij chom a-sav war goulenn. Ar bleiner e-unan, ha den all ebet, a ziviz ha gellout a reer diskenn e surentez etre daou arsav. Abalamour d’ar surentez ne c’hell an dud a zo war ur gador-ruilh diskenn nemet en arsavioù kempennet a-ratozh.

  • Noctybus : al linenn diouzh noz eo war ar rouedad treuzdougen Bibus. Savet eo bet da-geñver ar steuñv alkool gant Ti-kêr Brest, abalamour d’ar re yaouank ha d’ar studierien da zont en-dro e surentez eus an ostalerioù, ar pretioù hag ar boestoù-noz. Mont a ra en-dro diouzh noz da Yaou, da Wener ha da Sadorn adalek an arsavlec’h « An Inizi », da 1e15, 2e15 ha 3h15, war-zu Provañs hag an annezoù studierien.

Back to top