Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Ur rouedad aes d'an holl

Arsavlec'hioù en aezamant d'an holl

En deiz hiziv, 80 % eus arsavlec'hioù ar rouedad Bibus zo en aezamant d'an holl. War dermen, pa lakaer tamm-ha-tamm ar reolennoù aezamant da dalvezout, 100 % eus arsavlec'hioù ar rouedad a vo en aezamant d'an holl.

Merket eo an arsavlec'hioù-se gant ar piktogramm "Nammidi", aes da welet en arsavlec'hioù ha war ar fichennoù eurioù.

  • An tram : emañ al linenn A en aezamant d'an dud dalc'het en o c'herzhed, penn-da-benn kazimant. Evel-se emañ kont gant 26 arsavlec'h diwar 28. N'eus nemet an 2 arsavlec'h Mac Orlan ha Menez Paol n'int ket rak muioc'h eget 6 % dinaou zo gant an hent.

  • An teleferik : an teleferik hag an arsavlec'hioù Atalieroù ha Jean Moulin zo en aezamant d'an holl. Gallout a ra an dud dalc'het en o c'herzhed, an dud na welont ket mat hag ar re zall pe pounnerglev mont o-unan-kaer gant al linenn C.

  • Ar busoù : abaoe ar 1añ a viz Gwengolo 2015, emañ an holl linennoù bus en aezamant d'an holl (busoù aveet gant krapennoù pak-dispak). En holl vusoù nevez ar rouedad ez eus stignadoù kemennoù da glevet evit sikour an dud dall hag ar re na welont ket mat.

Chas heñchañ pe skoazellañ

L'ordonnance n°2014-1090 du 26 septembre 2014 a étendu la liberté d'accès des chiens guides ou d'assistance. Désormais les chiens des personnes handicapées titulaires de la carte de priorité et les chiens en formation peuvent accéder à tous les lieux publics et services de transport (tramways, téléphérique et bus).
 

Service Accemo

Ar rouedad treuzdougen Bibus a ginnig ar servij Accemo, miret strizh evit an dud dalc'het en o c'herzhed, an dud na welont ket mat pe an dud dall, pe pounnerglev. Mont a ra Accemo en-dro pa vezer enskrivet, war goulenn ha dre virout plasoù dre bellgomz d'an niv. 02 98 34 42 46.

Back to top