
Diwar an arload hezoug Bibus e c'hallit prenañ un teul treuzdougen pe meur a hini hag a c'hallit implijout diouzhtu pe diwezhatoc'h.
An arload Bibus zo da bellgargañ en ho poellgomzer, dre an AppStore pe Google Play.
Penaos ez a en-dro ?
Simpl eo prenañ tikedoù gant hoc'h hezougell. Grit an 3 zra-mañ :
1. Kevreit : ret eo kaout ur gont en arload evit prenañ tikedoù.
2. Prenit ho teulioù : ur wech krouet ho kont, kit d'an ivinell "Prenañ". Eno e kavoc'h listenn an teulioù treuzdougen da brenañ.
3. Implijit ho teulioù : er rann "Implijout" e welit an teulioù ho peus prenet. Klikit war an hini a fell deoc'h implijout, validit ha kadarnait ho tiuzadenn.
4. Pouezus : ret eo kadarnaat pa bignit er c'harbed rak lañsañ a ra ar gont war gil*. Talvezout a ra hennezh da brouenn kadarnaat ma vez kontrollet. Ouzhpenn-se eo karget ar veajour da gaout ur skramm e stad vat evit ma vo lennus an tiked, batiri ha rouedad a-walc’h evit prouiñ un teul tre.
* kont war gil amzer talvoudegezh an teul prenet.
Peseurt teulioù treuzdougen zo da gaout ?
Tiked dre unanenn en 1,70 €
Tiked 10 beaj e 14,40 €
Tiked 1 devezh e 4,50 €
Tiked 10 beaj gant ur priz digresket : 9 €
Tiked mont/dont teleferik : 2,20 €
Tiked familhoù / strolladoù : 4,50 €
Tiked darvoud : 3 €
Penaos kemer ur c'henere ?
Evit kemer ur c'henere e rankit klikañ war an tiked en implij, ha goude-se war ar bouton "Kemer ur c'henere". An arload a c'houlenn ganeoc'h kadarnaat ar choaz.
Penaos gwelet istor ma frenadennoù ?
Gallout a rit sellet ouzh istor ho prenadennoù hag ho talvoudekadurioù pa glikit war an tri foent e krec'h ar skramm a-zehou.