
Keleier
Ar vulzun marc'had a gas ac'hanoc'h da varc'had sizhuniek ho karter.
E Brest :
d'ar Meurzh vintin e Sant-Mark,
d'ar Gwener vintin e Lambezelleg,
d'ar Sadorn vintin er Milinoù.
E kumunioù ar Veurgêr :
d'ar Merc'her vintin e Plouzane,
d'ar Yaou vintin e Plougastell.
Mod implij
Dont a ra bulzun ar marc’had da gerc’hat ac’hanoc’h d’an eur ho peus lakaet dre bellgomz, lec’h ma fell deoc’h en ho karter pe ho kumun. Goude-se e laosk ac’hanoc’h en arsav an tostañ ouzh ho marc’had.
Gallout a rit lakaat delc’her ho peaj distreiñ gant ar bleiner war-eeun.
Talvout a ra an holl deulioù treuzdougen evit ar bulzunoù-mañ.
Penaos mirout plasoù ?
Evit implijout ar bulzunoù-se eo ret mirout ur plas dre bellgomz d'ar 0811 36 15 15*. Gallout a rit mirout ho pennad-hent :
da zerc'hent deiz ar marc'had etre 2e00 pm ha 5e00 pm,
da vintin deiz ar marc'had : eus 8e30 am da 12e30 pm
Miret e vez ar pennad-hent evit an distro war-eeun gant ar bleiner.
*Priz ur bellgomzadenn lec'hel diwar ur pellgomzer diloc'h.