
Mont d’ar match gant ur vulzun digoust
Kinniget e vez div vulzun digoust deoc’h gant Bibus gant ma tiskouezoc’h ur bilhed pe ho koumanant da Stad Brest 29 :
Océanopolis <> Strasbourg Jaurès
Loc’hañ a ra ar vulzun gentañ eus an arsav Océanopolis 1e20 a-raok deroù ar c’hrogad. 4 bulzun a vez en holl, unan bep 20 munut. Evit distreiñ, kit d’an arsav Strasbourg Jaurès kerkent hag echu ar c’hrogad ! Mont a reer war-eeun eus « Océanopolis » da « Strasbourg Jaurès », hep chom a-sav en arsav all ebet.
Tres :
Eurioù :
Warspite <> Strasbourg Jaurès
Er bloaz-mañ ez eus krouet ur vulzun Stad Brest 29 nevez, deoc’h da vont aesoc’h betek Francis Le Blé !
Loc’hañ a ra ar vulzun gentañ eus an arsav Warspite 1e20 a-raok deroù ar c’hrogad. 2 vulzun a vez en holl, unan bep 40 munut. Evit distreiñ, kit d’an arsav Strasbourg Jaurès kerkent hag echu ar c’hrogad !
Lezel a ra an dud en arsav « Strasbourg Jaurès » ha tremen a ra en arsavioù a gaver a-hed he roud.
Tres :
Eurioù :
Mont d’ar match gant an tramgarr
Kuit deoc’h da vezañ stresset pa vez stanket an hent pe o klask parkañ ho karr, e c’hellit mont gant Bibus en un tramgarr betek ar stad, en arsavlec’h war blasenn Strasbourg. Evit hoc’h aezamant e vez ur strobad tramgarr ouzhpenn evit ar c’hrogad.