Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Parklec'hioù beloioù

Parking vélos Bibus

 Kinnigadur

 Pemp parklec’h beloioù a c’haller kaout war ar rouedad treuzdougen Bibus en arsavlec’hioù tramgarr, gant 40 plas evit pep hini anezho :

  • Dor Plouzane,

  • Kreñvlec'h Montbarey,

  • Plasenn Strasbourg,

  • Dor Gwipavaz,

  • Dor Gouenoù.

 

Un nebeud titouroù a-fet ar mont en-dro :

  • Digor e vezont 7d/7, 24e/24.

  • Evit digeriñ an nor, lakait ho kartenn Korrigo ouzh ar bonn validañ en dorn dehou deoc'h.

  • Lakaet ez eus bet ur stignad videogwarez war-sav er parklec'hioù-se.

  • Ma vez un diaester bennak, implijit ar bouton galv sikour en arsavlec'hioù an Tramgarr

 

Ur parklec'h nevez e-kichen ar gar

E kreiz-kêr Brest, e-kichen ar gar SNCF, emañ ar c'hwec'hvet parklec'h beloioù.

Savet eo bet abalamour da gaout ur parklec'h war vord linenn B an tramgarr a vo digoret e 2026. Plas zo ennañ evit 100 belo ordin ha 9 belo-samm. Staliet e vo ennañ lugelloù evit adkargañ batirioù ar beloioù-tredan hag ostilhoù dresañ.

Ma'z eus ur gartenn KorriGo ganeoc'h e c'hallit mont e-barzh ar parklec'h nevez er memes mod evel er pemp parklec'h all a zo e-kichen arsavlec’hioù tramgarr. Ma n'ho peus kartenn KorriGo ebet e c'hallit prenañ un teul e-barzh Diwio.

> Evit digeriñ an nor, skrivañ war ar bizikod ar c'hod ho peus resevet dre SMS hag e-barzh ho kont Diwio.

 

Implijout ar parklec’hioù beloioù

 

Implij digoust

 

An dud a zo ur gartenn KorriGo ganto, gant ur c’houmanant bloaziek pe miziek, forzh pe oad e vefent :

  • Fréquence,

  • Tempo (miziek hepken),

  • Tango,

  • Rytmo,

  • Uzuël+ (rouedad BreizhGo).

Pour ouvrir la porte, il suffit de présenter une carte KorriGo sur la borne de validation à l'entrée.
 

 Ar goumananterien Vélocibus :

Evit digeriñ an nor n’ho peus nemet lakaat ur gartenn KorriGo war ar bonn validañ en antre.

Evit en ober n’o deus nemet lavaret d’ar c’huzulier Vélocibus e fell dezho implijout ar parklec’hioù beloioù ha roet e vo ur gartenn KorriGo digoust dezho gantañ.

 

Implij da baeañ

 

An dud n’int ket koumanantet da Vélocibus na d’an treuzdougen boutin Bibus a c’hell prenañ un teul parklec’hioù beloioù.

Ar parklec’hioù beloioù a c’heller implijout ivez gant ma vo paeet un teul difer "an teul parklec’h beloioù" hag a goust :

  • 1,50 euro an devezh,

  • 9 euro ar miz,

  • 15 euro an trimiziad

  • 30 euro ar bloaz.

 

-> Evit an dud n’eus kartenn KorriGo ebet ganto.

Evit kemer tro eus an doare nevez-se e ranker :

  • mont d’ar stal Bibus evit kaout ar gartenn mont KorriGo,

  • pe goulenn unan war-eeun enlinenn e-barzh an e-stal : goude bezañ krouet ar gont eo dav klikañ war « Urzhiañ ur gartenn KorriGo » (a vez kaset da di an dud a-benn 7 devezh d’ar muiañ).

 

-> Evit an dud a zo ur gartenn KorriGo ganto.

Emañ an teul implijer parklec’h beloioù e gwerzh :

  • e-barzh an e-stal,

  • en ingalerien teulioù emgefre a zo en arsavlec’hioù,

  • er stal Bibus,

  • en holl erlec’hioù B gant Bibus.

Back to top