
Kinnig
Ar parklec’hioù eskemm zo un diskoulm aes, ekologel ha marc’had-mat evit skañvaat bec’h an diblasañ hag ar parkañ e kêr.
Perzhioù mat pennañ :
-
Parkañ ho karr en ul lec’h suraet (videoevezhiet e vez an holl barklec’hioù eskemm hag hini plasenn Strasbourg a vez diwallet gant un den ouzhpenn-se).
-
Tremen hebiou ar stankadegoù hag ar c’hudennoù parkañ.
-
Digreskiñ ar c’hementadoù CO2 taolet ganeoc’h.
-
Digoust eo mont tre enno gant ho karr (ret eo diskouez un teul treuzdougen, sellet ouzh ar reolennoù amañ-dindan).Parkañ nepell diouzh linenn A an tramgarr er poloù eskemm.
Setu kartenn ar parklec'hioù eskemm e meur a lec’h strategel e Brest meurgêr :
Penaos ez a ar parklec'hioù eskemm en-dro ?

Titouroù ouzhpenn
-
Arabat parkañ er parklec’hioù eskemm pa ne vezont ket digor.
-
N’oc’h ket koumanantet d’ar rouedad Bibus ? Ret eo deoc’h prenañ un teul treuzdougen ha talvoudañ anezhañ un eur d’ar muiañ a-raok kuitaat ar parklec'h eskemm gant ho karr.
-
An dud koumanantet d’ar c’hirri-boutin BreizhGo a c’hall ober ur veaj m’o deus talvoudet o c’houmanant a-raok kuitaat ar parklec'h eskemm gant o c’harr.