
Kinnig
E meurgêr Brest ez eus meur a zoare da barkañ e varc’h-houarn e surentez. Tost da 260 plas parkañ suraet zo en holl evidoc’h.
Setu kartenn ar parklec’hioù marc’hoù-houarn e meur a lec’h strategel e Brest meurgêr :
Parklec’hioù marc’hoù-houarn stroll

Penaos ez a ar parklec’hioù marc’hoù-houarn stroll (P+V) en-dro ?
Digor e vezont Sul-ouel-pemdez, noz-ha-deiz.
Evit digeriñ an nor, lakaat ho kartenn KorriGo war ar bonn talvoudañ er mont tre (sellet ouzh ar reolennoù amañ-dindan).
Suraet e vez ar parklec’hioù-se gant ar videoevezhiañ hag o mont tre gant ar gartenn KorriGo.
Ma vez un diaezamant bennak, pouezañ war ar bouton galv skoazell en un arsav tramgarr, e-kichen an ingaler teulioù emgefre.
Gwaskedoù hiniennel

Penaos ez a ar gwaskedoù hiniennel en-dro ?
Digoust eo an implij anezho ha n’eo ket ret en em skrivañ en a-raok. Gallout a reer parkañ enno Sul-ouel-pemdez, noz-ha-deiz.
Gant daou dra e vezont suraet : un nor-dal (gant ur c’hadranas / un hual) hag ur c’hrog enno da stagañ ho marc’h-houarn (gant un hual).
Penaos mont e-barzh ar parklec’hioù marc’hoù-houarn ?
Evit an dud ha n’o deus kartenn KorriGo ebet :
mont d’ar stal Bibus evit kaout ur gartenn mont tre KorriGo,
pe goulenn unan er stal enlinenn : krouiñ ur gont da gentañ ha klikañ war « Urzhiañ ur gartenn KorriGo » da c’houde (dindan eizhtez e vo kaset unan deoc’h du-se).

Ezhomm ho peus eus ur marc’h-houarn ?
Gant Bibus e vez kinniget daou servij feurmiñ : Velozef gant beloioù tredan en un doare emservij ha Velocibus gant beloioù tredan war hir amzer.