
Petra eo ?
Ar gabanenn biz-meud zo ur sistem c'hoari biz-meud aozet war tiriad Plougastell.
-
Bez' ez eo ur mod kenweturañ akomod ha digoust evit ar pennadoù-hent berr.
-
Bez' ez eo ur rouedad kengred etre annezidi ar gumun (adalek 15 vloaz).
-
Un doare treuzdougen sur eo rak an holl implijerien zo enskrivet er servij.
N'ho peus karr ebet ha diaes eo deoc'h mont-ha-dont ? Pe er c'hontrol ho peus ur c'harr hag e karfec'h lakaat tud all da brofitañ anezhañ ?

Modoù implij
Pep perzhiad en em ragenskriv el lec'hienn bibus.fr pe war al lec'h e kreizenn sokial ar Steredenn-vor evit bezañ anavezet.
Ret eo en em enskrivañ, dre ur furmskrid a-ratozh (gwelet amañ a-us).
Ar berzhidi a resev ur pakad gant un niverenn implijer, hag :
-
Ur pegsun"Kabanenn biz-meud" da begañ ouzh gwerenn-dal ar c'hirri,
-
Un dro-vrec'h hag ur gartenn ezel evit ar c'hoarierien biz-meud.
Ar c'hoari biz-meud war ar rouedad
-
Evit bezañ sammet ez a ar c'hoarier biz-meud da unan eus an arsavlec'hioù a zo bet merket.
-
Evit ar vleinerien n'o deus redi ebet ha n'eo ket ret dezho ober ur gildroenn abalamour d'an tremeniad. Gant ar bajenn Facebook e c'hallit aozañ ho monedone gant an izili all
Ar splet
Evit an dremenidi, ar servij zo :
-
Digoust : ur mousc'hoarzh, ur pennad-kaoz, tra ken.
-
Suraet : gant enskrivadur ret an daou zen e tiarbenner kement diaester zo.
-
Eeun : n'eus ket ezhomm eus internet nag eus ar pellgomz.
Evit ar bleiner, e berzhiadur zo :
-
Talvoudus : sikour a ra tud o devez diaesterioù evit mont-ha-dont,
-
Kevannezus : gant ar servij e c'haller ober anaoudegezh gant amezeien, mignoniñ gant tud nevez.
-
Ekologel : nebeutoc'h a girri o ruilhal = nebeutoc'h a CO2 taolet.