
Mont en-dro
BreizhGo eo rouedad treuzdougen rannvro Breizh. Lañset e oa bet ar rouedad-se e miz Gwengolo 2018 e plas ar rouedadoù-departamant a oa anezho (Ti'Bus, Penn-ar-Bed, Illenoo ha TIM). Kinnig a ra meur a zoare treuzdougen : kirri-boutin, minibusoù, bagoù ha trenioù.
Evit sachañ muioc'h a dud war-zu an treuzdougen foran e Breizh ha bastañ da ezhommoù ar veajourien, ar strollegezhioù breizhat karget eus an treuzdougen o deus diorroet al lec'hienn kelaouiñ liesvod MobiBreizh.bzh. Gant al lec'hienn-se e c'hall an nen prientiñ e veaj gant an treuzdougen foran ha jediñ e roud e-mesk ouzhpenn 25 rouedad vreizhat, da lavaret eo Breizh a-bezh pe dost, hag holl c'harioù Frañs.
Bibus + TER BreizhGo
Gant ar c’houmanant THR BreizhGo, karget en ho kartenn KorriGo, e c’hellit kaout betek 75 % a zigresk evit priz ur veaj war ar rouedad THR BreizhGo ha 50 % a zigresk diwar ho koumanant miziek Bibus.
Evit tapout ar c’houmanant, mont da unan eus ar garioù pe stalioù SNCF e rannvro Breizh
Bibus + Kirri-boutin BreizhGo
Abalamour d’al labourioù stankoc’h evit an tramgarr e Brest e kinnig ar rouedad BreizhGo traoù nevez war al linennoù ordinal hag evit mont d’ar skol, adalek pe war-zu Brest.
Ne c’hello ket mui ar c’hirri-boutin chom a-sav en arsavioù zo, e-se e vo ret kaout kenereoù ouzh ar rouedad Bibus.
An arsavioù nevez evit keneren etre linennoù BreizhGo ha linennoù ordinal Bibus a gaver amañ dindan :
Linenn 11 : Kreñvlec’h Montbarey
Linenn 13 : Frankiz
Linenn 14 : Giloux ha/pe Plasenn Strasbourg
Linenn 15 : Giloux ha/pe Plasenn Strasbourg
Linenn 16 : Ar Bougen
Linennoù 20 - 21 - 23 - 24 : Dor Gouenoù
Linennoù 27 - 32 - 33 : Plasenn Strasbourg
Keneren ouzh Bibus
Ur veajour hag a zo gantañ un tiked BreizhGo a c'hall beajiñ evit netra war ar rouedad treuzdougen Bibus. Evit se e rank e ditl treuzdougen Gallout a reer beajiñ war hor rouedad a-raok pe war-lerc’h ar veaj gant ur c’harr-boutin BreizhGo.
Beajiñ a rit gant un tiked dre unanenn ?
Ret eo deoc’h diskouez ho teul treuzdougen BreizhGo er valider, pa vezit o pignat en unan eus hor c’harbedoù. Ret eo d’an holl veajoù kenskrivañ ober an hevelep deiz hag ar veaj gant ar c’harr-boutin BreizhGo. An talvoudegezh-se a ro ar gwir da veajiñ 1 eurvezh dre ar rouedad treuzdougen Bibus.
Beajiñ a rit gant ur c’houmanant BreizhGo ?
Ret eo deoc'h kaout ur gartenn KorriGo, karget gant an dibarzh BreizhGo a ro deoc'h moned da zaou veaj dre ar rouedad treuzdougen Bibus, a c Ma n'hoc'h eus kartenn KorriGo c'hoazh, kit d'ar stal Bibus er 33, bali Clemenceau, gant ho kevrat koumanantiñ BreizhGo.
Beajiñ a rit gant ur M-Ticket BreizhGo ?
Kadarnaet e vez war-eeun war ar pellgomz, n'hoc'h eus ket da adtalvoudekaat e kirri ar rouedad treuzdougen Bibus. Talvezout a ra an titl-se e-pad 2 eurvezh, adal ma vo lakaet da dalvezout evit mont en ur c’harr BreizhGo pe Bibus.