Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Bulzun marc'had

Keleier

Ar vulzun marc'had a gas ac'hanoc'h da varc'had sizhuniek ho karter.

E Brest : 

  • d'ar Meurzh vintin e Sant-Mark,

  • d'ar Gwener vintin e Lambezelleg,

  • d'ar Sadorn vintin er Milinoù.

 

E kumunioù ar Veurgêr :

  • d'ar Merc'her vintin e Plouzane,

  • d'ar Yaou vintin e Plougastell.

 

Mod implij

Dont a ra bulzun ar marc’had da gerc’hat ac’hanoc’h d’an eur ho peus lakaet dre bellgomz, lec’h ma fell deoc’h en ho karter pe ho kumun. Goude-se e laosk ac’hanoc’h en arsav an tostañ ouzh ho marc’had.

Gallout a rit lakaat delc’her ho peaj distreiñ gant ar bleiner war-eeun.

Talvout a ra an holl deulioù treuzdougen evit ar bulzunoù-mañ.

 

Penaos mirout plasoù ?

Evit implijout ar bulzunoù-se eo ret mirout ur plas dre bellgomz d'ar 0811 36 15 15*. Gallout a rit mirout ho pennad-hent :

  • da zerc'hent deiz ar marc'had etre 2e00 pm ha 5e00 pm,

  • da vintin deiz ar marc'had : eus 8e30 am da 12e30 pm

Miret e vez ar pennad-hent evit an distro war-eeun gant ar bleiner.



*Priz ur bellgomzadenn lec'hel diwar ur pellgomzer diloc'h.

Back to top