Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


M-Ticked

Diwar an arload hezoug Bibus e c'hallit prenañ un teul treuzdougen pe meur a hini hag a c'hallit implijout diouzhtu pe diwezhatoc'h.

An arload Bibus zo da bellgargañ en ho poellgomzer, dre an AppStore pe Google Play.

Penaos ez a en-dro ?

Simpl eo prenañ tikedoù gant hoc'h hezougell. Grit an 3 zra-mañ :

1. Kevreit : ret eo kaout ur gont en arload evit prenañ tikedoù.

2. Prenit ho teulioù : ur wech krouet ho kont, kit d'an ivinell "Prenañ". Eno e kavoc'h listenn an teulioù treuzdougen da brenañ.

3. Implijit ho teulioù : er rann "Implijout" e welit an teulioù ho peus prenet. Klikit war an hini a fell deoc'h implijout, validit ha kadarnait ho tiuzadenn.

4. Pouezus : ret eo kadarnaat pa bignit er c'harbed rak lañsañ a ra ar gont war gil*. Goude-se e c'halloc'h diskwel ar C'hod QR ha skanniñ anezhañ ouzh ar mekanik da validañ roz a zo graet evit se.

* kont war gil amzer talvoudegezh an teul prenet.

M-ticket mobile Bibus

Peseurt teulioù treuzdougen zo da gaout ?

  • Tiked dre unanenn en 1,70 €

  • Tiked 10 beaj e 14,40 €

  • Tiked 1 devezh e 4,50 €

  • Tiked 10 beaj gant ur priz digresket : 9 €

  • Tiked mont/dont teleferik : 2,20 €

Penaos kemer ur c'henere ?

Evit kemer ur c'henere e rankit klikañ war an tiked en implij, ha goude-se war ar bouton "Kemer ur c'henere". An arload a c'houlenn ganeoc'h kadarnaat ar choaz.

Da c'houde klikit war "Diskwel ar c'hod QR", ha skannit anezhañ adarre ouzh ar mekanik da validañ roz.

 

Penaos gwelet istor ma frenadennoù ?

Gallout a rit sellet ouzh istor ho prenadennoù hag ho talvoudekadurioù pa glikit war an tri foent e krec'h ar skramm a-zehou.

Mat da c'houzout : gant ar mekanikoù da validañ roz e c'haller ivez prenañ teulioù gant ar paeamant hep touch.

Back to top