Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Parklec'hioù eskemm bus ha tramgarr

Parking relais Bibus

Mont en-dro

Evit aesaat implij ar bus hag an tramgarr ha broudañ an dud da implijout an treuzdougen foran ouzhpenn o c'harr ez eus bet krouet parklec'hioù eskemm e meur a lec'h en antre Brest.

Aes int da implijout : gant ar parklec'hioù eskemm e c'hallit mont da greiz kêr en ur vont hebiou  ar stankadegoù kirri hag an diaesterioù evit parkañ ho karr.

Akomod ha marc'had-mat : ganto e c'haller aesaat implij an treuzdougen foran en ur lezel ho karr en ul lec'h sur. Evit kement-se, parkit ho karr en unan eus ar 4 farklec'h eskemm ha kendalc'hit ho peaj gant an tramgarr pe ar bus, hep soursial eus ar parkañ hag e surentez. Lec'hiet int diouzh ar gwellañ a-hed linenn A an tramgarr.

Ouzhpenn-se, pa choazit an treuzdougen foran, e sikourit teurel nebeutoc'h a CO2 !

 

Eurioù

  • Parklec'h eskemm "Fort Montbarey" a vez digor bemdez eus 5e da 0e30.

  • Ar parklec’h eskemm "Porte de Gouesnou" a vez digor bemdez eus 5e da 23e30.

  • Ar parklec’h eskemm "Porte de Guipavas" a vez digor bemdez eus 6e30 da 20e30.

  • Digor e vez parklec’h eskemm "Place de Strasbourg" a Lun da Sadorn eus 5e da 0e15 ha serr e vez d’ar Sul ha d’an deizioù.

 

Niver a blasoù

  • Kreñvlec'h Montbarey* : 174 plas

  • Plasenn Strasbourg* : 233 plas

  • Dor Gouenoù : 195 plas

  • Porte de Guipavas : Dor Gwipavaz : 80 plas

*Miret eo parklec'hioù Kreñvlec'h Montbarey ha Plasenn Strasbourg evit klianted ar rouedad Bibus. Digoust ez int gant ma tiskouezer un teul treuzdougen Bibus validet pa'z eer er-maez.

Back to top