Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Treuzdougen war goulenn

Kinnig ar servij

Ar servij treuzdougen war goulenn (TWG) zo ur servij taksioù a c'haller gantañ liammañ an takadoù annez pe labourerezh digreizet ouzh linennoù ordinal ar rouedad treuzdougen Bibus.

Mont a ra en-dro pa virer anezhañ hepken en niverenn 02 98 34 42 22 :

  • eus al Lun d'ar Gwener eus 7e30 am da 7e00 pm,

  • d'ar Sadorn eus 9e00 am da 5e00 pm.

 

Al linennoù treuzdougen war goulenn

  • Ligne 90 : Brest Frankiz - Brest Chevillotte,

  • Ligne 91 : Brest Bali hir - Brest Kreizenn gañv,

  • Ligne 92 : Brest Ospital ar Gazeg Wenn - Brest Kreizenn gañv,

  • Ligne 93 : Brest Roc'h Glas - Brest plasenn an FFI,

  • Ligne 94 : Gouenoù Plasenn ar Re fuzuilhet - Gouenoù Dor Gouenoù,

  • Ligne 95 : Gwipavaz Penn an Traoñ - Gwipavaz Sant-Herbod,

  • Ligne 96 : Gwipavaz Penn an Traoñ - Ar Releg-Kerhuon Rezistañs.

  • Ligne 97 : GUIPAVAS Palaren - Porte de GUIPAVAS

 

Al linennoù ordinal

  • Da noz, eus ar Sul d’ar Merc’her etre 10e30 hag hanternoz hanter, e vez graet war-dro servij al linennoù ordinal 10, 12, 13, 15, 16, 17 ha 19 gant ar servij treuzdougen war goulenn.

  • Da Sul, e-pad an deiz, e vez graet war-dro servij al linenn 11 gant ar servij treuzdougen war goulenn.

  •  D'ar Sadorn ha d'ar Sul e vez servijoù zo eus ar c'hirri-boutin aerborzh (linenn 20) gant ar servij treuzdougen diwar c'houlenn.

 

Titouroù

  • Talvout a ra an holl deulioù treuzdougen Bibus evit ar servijoù-se.

  • Mirout ho pennad-hent d’an diwezhatañ un eur a-raok an eur ma fell deoc’h loc’hañ.

  • Ret eo mirout hini-hag-hini ha neket a-stroll.

Back to top